An 10vet mirva naturel 'ba Breizh zo 'ba Gwiseni
An 10vet mirva naturel zo bet kroet ‘ba Breizh e fin ar bloaz 2025 ! ‘Ba Gwiseni, ‘ba hanter noz Bro-Leon, etre Kerlouan ha Plougerne, emañ ar mirva bras a 1200 devezh arat. Ul lec’h pouezhus tre ma gaver ennañ 600 doare plant disheñvel, 200 spesad evned hag un daouezek bennaket a loened bronneg. Klaset e oa takad Natura 2000 dija an takad mañ zo etre mor ha douar. Petra degaso kaout ar statud mirva naturel ? Muioc’h a ditour gant Nicolas Loncle zo e karg eus ar mirva e anv kumun Gwiseni. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.